Degemer al lec’hienn > Evit ar skolioù, skolajoù, liseoù

Evit ar skolioù, skolajoù, liseoù


Evit un hanter-devezh, un devezh pe ur chomadenn, degemeret ’vefet gant ho klasad a-hed ar bloaz er Chapel-Nevez e Bro-Dreger! Klikit war al liammoù kinniget war ar bajenn-mañ, pellgargit an diell evit ar gelennerien (en galleg) amañ dindan, pe deuit e darempred ganeomp evit sevel ho raktres!

PDF - 634.3 ke
Plaquette scolaires

Ur c’hlas-natur e Ti ar C’hoadoù, da betra?

* Da lañsañ pe da luskañ ur raktres-bloaz
* Da vroudañ ar guriusted
* Da greñvaat ar spered stroll er c’hlasad
* Da sevel darempredoù gant an natur
* Da grouiñ liammoù pleustrek gant pezh ’vez desket er skol
* Da zizoloiñ ur bed all, ’maez eus ar skol...