Degemer al lec’hienn > Kampoù vakañsoù > Kaïak e Bro-Dreger - LEUN EO Ar C’HAMP

Kaïak e Bro-Dreger - LEUN EO Ar C’HAMP


8 - 12 vloaz, deus ar 15 betek an 21 a viz Gouere 2018

 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

Mond a rimp war ar stêr Yeodi, da zeskiñ mestroniañ ar c’hanoe hag ar c’haiak ha da c’hoari gant an dour. Pa ne vimp ket war an dour e c’hellimp mont da c’hoari ha da bourmen a-hed ribloù ar Yeodi, da anavezout gwelloc’h glad hag istor ar vro, pe en-dro d’ar C’hastell Du, ul lec’h deus an Henamzer, er c’hoadoù. E-pad ur sizhunvezh e kouskimp e-barzh teltennoù hag e fardimp ar predoù asambles. C’hoarioù braz, beilhadegoù ha c’hoarzhiñ leizh hon veg a vo great ganeomp e-pad ar vakansoù !

Sport ha vakañsoù, gant Ti ar C’hoadoù!