Degemer al lec’hienn > Raktresoù savet ganeomp > Malizenn bedagogel “Toull ar c’hoad”

Malizenn bedagogel “Toull ar c’hoad”


 

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

 

Partagez !

JPEG - 391.5 ke

Savet eo bet a-ratozh evit buhezourien, kelennerien, mistri-skol, familhoù, dezho da dreuzkas anaoudegezhioù diwar-benn an natur e brezhoneg d’ar vugale pe d’an dud deuet.

Ar raktres: orin ha palioù
« Toull ar C’hoad », da lâret eo al lec’h dre ma antreer er c’hoad, zo ur raktres ijinet ha savet gant animatourien Ti ar C’hoadoù, un « ti-natur departamant » en Aodoù-an Arvor, a labour abaoe 1984 da gizidikaat an dud ouzh ar vuhez naturel war ar maez. Savet ‘oa c’hoant dezhe da reiñ lañs d’ar buheziñ natur e brezhoneg en ur galonekaat tout ar re a gemer perzh er bedig-se ha lakaat anezhe da vezañ niverusoc’h c’hoazh. Evit-se e seblante mallus aesaat o labour: pegen start kavout danvez skiantel klok e brezhoneg, pegen hir hag enoeus kaout da dreiñ diwar ar galleg, ha sevel goude-se prantadoù buheziñ diwar mann! Gant ar valizenn-mañ e c’hello pep hini tennañ gonid deus skiant-prenet ur skipailh tud a-vicher. Setu neuze e 2017 disoc’h o labour, war ar stern abaoe bloavezhioù.

JPEG

Evit piv, d’ober petra ?
Ar valizenn-mañ zo bet savet evit tout an dud a gemer perzh en deskadurezh
war an endro hag e bed ar buheziñ e brezhoneg, pa vije o micher (animatourien
natur) pe get (kelennerien, mediaouegerien, animatourien DABU, hanterourien sevenadurel...) Pep hini anezhe a gavo enni oustilhoù pleustrek, aes ha plijus da implijout,
evit:
• Ledanaat e ouiziegezhioù skiantel war ar boudoù bev, al liammoù kenetreze, ar
vevliesseurted.
• Spisaat e c’heriaoueg war al loened hag ar plant, ha se e brezhoneg war-eeun.
• Sevel prantadoù dizoloiñ a-bep-seurt, liesaat e zoareoù pedagogel war an
dachenn.
An oustilhoù kinniget a servijo d’an animatour da harlinkat kuriusted ar publik
diwar-benn ar vuhez er c’hoadeier pe er c’harzhaoueg ha lakaat anezhañ neuze da
zeskiñ diwar-benn an natur: sed aze un doare da vont asambles war un hent doujus
e-keñver an endro, hini an eko-keoderezh!

Danvez ar valizenn

Malizenn « Toull ar c’hoad » zo enni a-bep seurt traoù a c’heller implijout
gant palioù pedagogel liesseurt, hervez e stumm da vuheziñ. Deskiñ dre ar skiantoù, dre sevel raktresoù, dre an ijin... An oustilhoù kinniget amañ zo bet savet hep
reolennoù strizh evite da azasaat ouzh c’hoantoù ha doareoù an animatour(ez).
Ur valizenn, daou seurt binviji
• Gouiziegezh:
- « Renkell ar buhezour », ennañ fichennoù klok war loened ha plant ar
c’hoadeier pe ar c’harzhaoueg
• Oustilhoù buheziñ:
- Ur renkell fichennoù da gas war an dachenn
- Ur c’hoari-gwazi ramz
- Tresadenn un «toull er c’hoad»
ha tout pezh a gaver eno, war un
tapis bras
- 3 levr evit ar vugale
- 6 mil-tamm
- ul «loto-plant» hag ur c’hoarimemor diwar-benn al loened
- ur bladenn kananouennoù
- traoù a-bep seurt: ur gordenn,
mouchoù-daoulagad, ur gwask

PDF - 10.1 Me
Dosser kinnig malizenn Toull ar C’hoad

Portfolio

  • poster
  • Wangari Maathai
  • c'hoari-loto
  • c'hoari-memor
  • Ploudoudouf
  • Fichennoù tachenn
  • Fichennoù plant